Environnement de Production


Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre

191 - Emgann Alre

br - 1364-09-29 - Istor  - Auray
Laurence MOAL
Agregadez en istor-geografiezh eo Laurence Moal doktorez war istor ar grenn-amzer, ezelez kevredet ar CRBC hag ar CERHIO. Embannet eo bet ganti : Auray, 1364. Un combat pour la Bretagne (2012) hag L’Étranger en Bretagne au Moyen Âge (2008) e ti-embann PUR (Presses universitaires de Rennes).



334 - Ar Champ en Alre, lec'h ma oa bet an dachenn emgann - Carvou JF


Er bloavezh 1364 en em gav tal-ouzh-tal en Alre Yann Moñforzh ha Charlez Bleiz, o-daou c'hoantad hêrezh Breizh. E kalon ar Brezel Kant Vloaz e ra Brezel Hêrezh Breizh e reuz abaoe 23 vloaz. Un emgann a-renkadoù hag a vo a-bouez bras evit amzer da zont an dugelezh.

Sous-dossiers

489 - Perak un emgann en Alre e 1364 ?
Illustrer

Krog e oa pep tra d'an 30 a viz Ebrel 1341 pa varvas dihêr an dug Yann III. Koulz e nizez, Janed Pentevr, hag e hanter-vreur, Yann, kont Moñforzh, a c'hoantae o-daou dont da vezañ Dug Breizh. Met levezon bro-C'hall e Breizh a zo e kaoz ivez, p'eo dimezet Janed da Charlez Bleiz, niz roue bro-C'hall. Diouzh e du eo skoazellet Yann Moñforzh gant armeoù roue bro-Saoz. Pa varvo er bloaz 1345 e vo tro e vab, anvet Yann Moñforzh ivez, da genderc'hel gant ar stourm goude bezañ tremenet e yaouankiz e bro-Saoz. Treverzoù ha marc'hataerezh a vo a bep eil a-hed ar brezel-se. E 1363 en Evrann e soñjer zoken rannañ Breizh etre an daou geveler. Met dilezet e vo an treuzvarc'had, hag en em brientiñ a raio an daou du d'an emgann en-dro.

490 - Seziz an Alre
Illustrer

E-kerzh an hañv 1364,e lak Moñforzh ar seziz war an Alre. En e gichen Bretoned, evel Olier Klison, ha Saozon, en o zouez John Chandos ha Robert Knolles. Ar pal ganto a zo reiñ lamm d'ur gêr chomet leal da Charlez Bleiz, ha da bakañ krog war arvor kreisteiz ar vro. En em rentet eo ar gêr, met derc'hel a ra tud ar c'hastell gant o stourm. Goude bezañ marc'hataet e ro ar gwarnizon e asant d' en em reiñ da zevezh Gouel Mikael, d'an 29 a viz Gwengolo, ma n'en deus bet sikour ebet a-benn neuze. Dont a ra ar c'heloù betek Charlez Bleiz, chomet e Gwengamp. Bodañ a ra e soudarded, ha heuliet gant Gwesklin e reont hent war-zu an Alre. En em gavout a ra an daou arme tal-ouzh-tal a-hed al Loc'h, ar stêr en hanternoz d'ar gêr. Eno emaint, war-dro 3 500 ha 4 000 soudard Breton ha Gall, hag etre 1 800 ha 2 900 Breton ha Saoz, hervez ar gronikerien.


330 - Pierre Le Baud, Compilation des chroniques et histoires de Bretagne, entre 1480 et 1482. Diskouez a ra an enlivadur-mañ ur vojenn bet kontet gant Per Baod. A-gleiz e weler ki-levran Charlez Bleiz, en doa kuitaet e vestr en derc'hent, o tont da gaout Moñforzh. Sañset eo ar seblant-se reiñ dezhañ da c'houzout e yelo ar maout gantañ. A-zehou e weler gwazed divarc'het; n'eo ket gwarezet Charlez Bleiz ken, n'emañ ket pell e varv o tont. - Levraoueg broadel bro-Frañs, ms fr. 8266, f° 262


491 - C'hwitadenn ar marc'hata
Illustrer

Ne zeu tra diwar ar marc'hataerezh diwezhañ. N'eus harz ebet d'an emgann bremañ. E dibenn ar Grenn-amzer e soñjer c'hoazh en emgannoù evel barnedigezhioù digant Doue, hag a zibab e du. D'ar Sul 29 a viz Gwengolo, devezh Gouel Mikael e vo dalc'het Emgann an Alre, pezh a ro dezhañ ul liv sakr.

492 - Penaos eo tremenet a emgann ?
Illustrer

Gouzout a reer penaos eo tremenet dre ar c'hronikoù, danevelloù talvoudus met tuet. Setu ar re bet skrivet an tostañ eus an darvoudoù, tro ar bloavezhioù 1380 :
Kronikennoù Jean Froissart
Sonenn Beltram Gwesklin gant Cuvelier
Levr Yohann Vat gant Guillaume de Saint-André.

Da sav-heol emañ an daou arme war o zreid, o vont a-benn an eil egile,. Met kazeg a ra ar waregerien saoz o deus taget da gentañ. D'ar rannoù-arme all da vont neuze da vont er jeu. Tremen a reer eus ur c'hrogad marc'heien d'un emgann gwadek. Diwar ar stourm krog-ha-krog e tap ar Saozon ha Bretoned an tu-kreñv, pa zeuont a-benn da doullañ o hent a-dreuz renk ar C'hallaoued ha Bretoned. Kelc'hiet ha prizoniet kont Auxerre ha Gwesklin. En o-unan en em gav o soudarded. Goude ar spont e teu an tec'h. Met aze e krog ar chase, ar mare ma vez lazhet un niver bras a soudarded, dreist-holl ar re zister ha ne dalvez ket ar boan rañsoniñ.



331 - Cuvelier, Sonenn Beltram Gwesklin. Diskouezet eo amañ an emgann evel ur c'hrogad etre marc'heien an daou du, padal e oa war o zreid ar soudarded. Teknikoù nevez zo bet amprouet gant ar Saozon azalek kreiz ar XIVvet kantved, evel implij gwaregerien evit mirout ouzh ar varc'heien gwisket pounner da vont war-raok. - British Library, Yates Thompson, 35, f° 90 v°)


493 - Penaos displegañ eo bet trec'h ar Saozon ha Bretoned ?
Illustrer

A-bouez-bras eo bet implij ar gward-adreñv ar Saozon, kaset gant Hugh Calverley. Hervezh Froissart e veze ar gwardoù-se o harpañ o c'heneiled, en ur chom war ar c'hostez. Met hervez Cuvelier, o doa taget ar soudarded Gall ha Breton dre a-dreñv, disleal, evit gennañ anezho.

494 - Ur gwir lazherezh
Illustrer

Hervez ar c'hronikoù saoz e vefe marvet 900 soudard Gall ha Breton diwar 3500, ha 1500 a vefe bet paket prizoniad. N'eus bet eus tu Moñforzh nemet 7 den lazhet diwar 2000. Adkavet eo bet korf Charlez Bleiz e-touez korfoù ar re varv. E meur a zoare eo bet klasket displegañ penaos en doa paket taol ar marv :
Diwar ur gwall zarvoud e-kreiz an emgann, hervez Froissart
Lazhet gant ur saoz, hervez Cuvelier
Kaset d'ar marv diwar dorn ur Gwenrannad, Leznerag, war urzh Moñforzh, hervez Chronique en prose de Du Guesclin, ur barzhoneg gourc'hemennet gant merc'h Charlez Bleiz.



332 - Edouard Jolin, 1868, war lien[121,5 x 172,5]. Dibabet eo bet aze ar poent m'eo bet adkavet korf Charlez Bleiz war an dachenn emgann, war-lerc'h ar stourm. Jolin, hag a zo arbennikaet war an taolennoù relijiel, a implij ar pennad istor-mañ evit reiñ ton d'an hini bet trec'het. Rak daoust ma n'eur ket deuet a-benn da lakaat anezhañ da vout sant da geñver prosez 1376, e kresk ur c'hult, betek ma teufe da vezañ gwenvidikaet e 1904. - Mirdi an arzoù-kaer, Roazhon [Inv D.868.1.1]. Skeudenn gant Salingue JM


495 - Un emgann a-bouez-bras
Illustrer

Ur wech trec'h emañ Yann Moñforzh mestr war an dugelezh. Anavezet eo dre Emglev Gwennrann evel dug Breizh nemetañ dindan an anv Yann IV. Ur wech erruet e penn ar vro emañ lignez ar re Moñforzh o reiñ lañs d' ur marevezh adsevel galloud an dug e Breizh.

496 - Emgann ar c'houn
Illustrer

Evit diskouez e c'hoant skoulmañ ar peoc'h e sav Yann IV urzh an Erminig ha chapel Sant Mikael War ar Maez. Met n'eo ket diverket roudoù ar brezel diabarzh : chom a ra an daou gamp war evezh, pe vefe bet an emgann evito un trec'h pe un drouklamm.


333 - Dibabet eo bet aze ar poent m'eo bet adkavet korf Charlez Bleiz war an dachenn emgann, war-lerc'h ar stourm. Jolin, hag a zo arbennikaet war an taolennoù relijiel, a implij ar pennad istor-mañ evit reiñ ton d'an hini bet trec'het. Rak daoust ma n'eur ket deuet a-benn da lakaat anezhañ da vout sant da geñver prosez 1376, e kresk ur c'hult, betek ma teufe da vezañ gwenvidikaet e 1904. - Carvou JF



BIBLIOGRAPHIE

Evit mont pelloc'h :

MOAL Laurence, Auray, 1364 : un combat pour la Bretagne, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 2012, préface de Michael Jones.

MOAL Laurence, « 1364 : à Auray, la bataille fait rage », Bretagne Magazine Histoire, n 1, avril-juin 2013, p. 50-55.

MOAL Laurence, « La bataille d’Auray (29 septembre 1364) : Du glorieux fait d’armes au combat meurtrier », Images médiévales, Thématique n 33, Les batailles au Moyen Âge, octobre-décembre 2013, p. 52-57.

Evit lec'hiañ Emgann an Alre en e amzer :

CASSARD Jean-Christophe, « Charles de Blois (1319-1364), Duc de Bretagne et bienheureux », Cahiers de Bretagne Occidentale, n°14, Brest, CRBC, 1994.

CASSARD Jean-Christophe, La Guerre de Succession de Bretagne, Spezet, Coop Breizh, 2006.

CORNETTE Joël, Histoire de la Bretagne et des Bretons, Paris, Seuil, 2008.

JONES Michael, La Bretagne ducale, Jean IV de Montfort, entre la France et l’Angleterre (1364-1399), traduction de Ducal Brittany, Rennes, Presses universitaires de Rennes, 1998.