Environnement de Production
Retour a l'accueil
Nouveau dossier
Illustration chapitre
194 - Alan Varven, kentañ dug breizh
br - Istor  - Nantes, place Saint-PierrePhilippe LANOË
Istorour, aotreeg war ar brezhoneg, karget da skignañ danvez sevenadurel Breizh gant BCD/Sevenadurioù.

340 - Plakenn bet savet en enor da Alan Varvek e troad kastell Pornizh - P Lanoë
Bet ganet e kalon tousmac'h an aloubadegoù an Normaned, eo bet Alan Varvek dug en ur vro pell-mat diouzh rouantelezh Breizh, daoust d'e c'hoant gwelet adsevel lezennoù ar garolingiz. Kavout a raio e blas etre rouantelezh ma oa e orin, hag un dugelezh nevez, p'emañ an hini kentañ o vezañ lakaet da zug.
507 - An deskadurezh en harlu
Illustrer
Alan Varvek, bet ganet tro 900-910, a zo mab Matuedoi, kont Poc'her ha mab-kaer Alan Veur, roue diwezhañ Breizh, marvet e 907.
Etre 913 ha 920 moarvat o doa doa tec'het e dud dirak aloubadegoù an Normaned, da vont da vro-Saoz, e lez Edward Kozh, roue ar Wessex. Kreskiñ a ra e kompagnunezh Louis Tramor, a vo roue war ar Garolingiz, hag a zo en harlu ivez gant e vamm Edwij, merc'h roue Wessex.
Hervez Kronikenn Naoned e oa gwarezet ar Vretoned gant Æthelstan, mab Edward Kozh, evel m'en diskouez pa ziviz da zont da vezañ paeron Alan. Er gronikenn bepred e lenner e oa deuet da vezañ ur gwaz kreñv-meurbet, ha kalonek-tre: « Mont a ra da chaseal moc'h-gwez hag arzhed, e benn-bazh gantañ da holl armoù ».
Pa voe en oad da eurediñ e kemeras Judit da serc'h, moarvat e oa-hi eus tiegezh roue Kembre Hywel Dda (Houuel Da e-giz ma veze skrivet d'ar c'houlz-se), a oa kevredet da roue Wessex, hag en en lez etre 928 ha 935. Unaned e oa neuze daou zen damheñvel o yezhoù, pezh a greñvaas moarvat ivez o levezon diplomatek, rak o soñj a oa kreñvaat al liammoù etre Saksoned ha Kembreiz. Nerzh a roas ivez da Alan, dezhañ da grediñ goulenn kaout e blas a roue e Breizh. Daou vab en do, Hoel an henañ, Gireg ar yaouañ.
Goude ma vefe bet diskaret emsavidi Breizh e 931, Yuzhael Berengar kont Roazhon en o zouez, e rank Alan mont da glask repu e ti e ziwaller en-dro.

338 - Delwenn blastr Alan Varvek, gant Amédée-Renée Médard, 1861, nnn renabl D 981.1.1 - Chantal Hémon, Mirdi Dobrée, Kuzul Jeneral Liger-Atlantel, Naoned.
508 - Un distro prientet
Illustrer
Gant marv ar roue Raoul (d'ar 15 a viz Genver 936) e teu Loeiz Tramor en-dro war dron ar rouantelezh ar Franked. Diouzh e du e teu Alan en-dro da Vreizh ha goude un nebeut taolioù brezel e savo e annez en Naoned, bet dilezet un 40 vloaz a oa. Ne c'hello ket adtapout e anv a roue, pa vez Huon Braz, ha eñ e kalon an darvoudoù, dug ar Franked. Kentañ dug Breizh e vo neuze Alan.
Ren a ra war vro-Gerne, bro-Naoned (gant broioù Mauges, Tiffauges hag Herbauge e traoñ al Liger e 941-942), bro-Wened, hag en ur mod dieeun hanternoz ar vro a chom dindan aotrouniezh Yuzhael Berengar.
509 - Reneveziñ an ensavadurioù
Illustrer
Evit trugarekaat abati Landevenneg evit e berzh diplomatek da vare e zistro, e voe roet dezhañ madoù e bro-Naoned, Bourc'h-Baz, lec'h ma vo savet ur prioldi, en o zouez.
En em lakaat a ra da reneveziñ an dugelezh war ziazez ar c'hontelezhioù, ensavadurioù kozh ar garolingiz. Tro-dro dezhañ e vo kavet e vignoned feal, evel ar beskont Dilez, lesanvet «Harluad Kembre». Lakaet e vo e vab Hoel da gont en Naoned. Hag ar Breizhad Hezdren, bet eskob Leon, a vo lakaet e penn eskopti Naoned.
510 - Ur briñselezh bresk he c'hempouez
Illustrer
Nec'het o welet ar roue Loeiz dont da vezañ mignon d'an Normanted, e ya Alan, Yuzhael Berengar (ar Vretoned, hervez Flodoars) ha Gwilherm Penn Stoub da gaout anezhañ e Rouan, er bloaz 942, evit touiñ dezhañ o fealded. Ha goude-se e ambrougont anezhañ en Oise evit kas un dro-vrezeliñ ouzh Huon ar Bras hag Herbert Vermandez, an hevelep bloavezh.
Ober a ra Normanted zo o mad eus an dizemglevioù gant Yuzhael Beranger evit tagañ Dol er bloaz 944. Divroc'het ouzh Yuzhael Berengar e klask Alan kreñvaat e aotrouniezh dre un eured, ha dimeziñ a ra da c'hoar kont Bloaz. Ur mab en do, Drogon, met ne vo nemet 5 pe 6 vloaz pa varvo Alan.
Hervez kronikenn Naoned e vefe en Naoned e vez, met da glevet Joëlle Quaghebeur e c'hellfe ivez bezañ bet douaret en Abati Landevenneg.

339 - Familh Alan Varvek - BCD
BIBLIOGRAPHIE
GASCHE Étienne, Alain Barbetorte, duc de Bretagne, Yoran Embanner, 256 p.
TOURAULT Philippe, « Alain Barbetorte et la création du duché ou comment de l’anarchie sortit le libérateur », Les ducs et duchesses de Bretagne, Perrin, 2009, pp. 13-39.
Romant :
GESLIN Colette, Une épée pour le Duc de Bretagne, Keltia Graphic, 2006.
E brezhoneg :
GASCHE Étienne, Distro Alan Varveg, duc de Bretagne, An Here, 1990, 192 p.